Nicolas Jaar

Nicolas Jaar (New York, 10 a viz Genver 1990) zo ur sonaozour ha produer sonerien stadunanat-ha-chileat.

Mab eo da Alfredo Jaar hag Evelyne Meynard, ganet eo e New York d'an 10 a viz Genver 1990. Divroañ a reas gant e vamm da Chile d'an oad a 2 vloaz betek e 8 vloaz. Bet eo e lise gall New York. D'e bevarzek vloaz e roas da c'houzout d'e dad e venne bezañ sonaozour sonerezh elektronek. Profañ a reas hemañ dezhañ ur bladenn bet erbedet gant ur c'heneil gwerzher pladennoù, unan dibar o kas d'ar pellañ bevennoù ar sonerezh elektronek. "Thé au harème d'Archimède, gant Ricardo Villalobos". D'e c'hwezek vloaz e klevas an daouad Wolf + Lamb war gwagennoù ur skingomz new-yorkat. Dibab a reas kas dezho e labourioù kentañ The Student e 2008. Seniñ, sonaozañ a reas goude gant tud deus ar bed a-bezh, Rusianed, Afganed hag all.


Developed by StudentB